Mont d'an danvez

An Drouklazh

Lazhañ eo anat ha hep mar ebet oberenn distrujus hag ar fallañ a zo er bed.

Ar gwashañ doare muntr eo distruj buhez hor c’henseurted.

Spontus eo ar chaseour a laz krouadurien didamall ar c’hoad gant e fuzuilh met mil gwech spontusoc’h eo an hini a laz e genseurted.

N’eo ket gant mindrailherez, fuzuilhoù, kanolioù, pistolennoù pe bombezennoù atomek hepken e vez lazhet, met ivez gant ur sell a ra droug d’ar galon, ur sell izelaus, ur sell leun a zismeg, ur sell leun a gasoni; pe e c’heller lazhañ gant un ober dizanaoudek, gant un ober du, pe gant ur gao evit ober droug.

Leun eo ar bed a barricided, matricided dizanaoudek o deus lazhet o zud ha mammoù, gant o selloù, gant o gerioù, gant o oberoù kriz.

Leun eo ar bed a baotred o deus lazhet o gwragez hep gouzout ha a wragez o deus lazhet o gwazed hep gouzout.

Evit echuiñ gant ar gwalleurioù er bed kriz-mañ e vevomp ennañ, e laz an den ar pezh a gar ar muiañ.

N’eo ket gant bara hepken e vev an den met ivez gant meur a elfenn psikologel.

Kalz a briedoù o dije gallet bevañ hiroc’h ma vije bet aotreet gant o gwragez.

Kalz a wragez o dije gallet bevañ hiroc’h ma vije bet aotreet gant o gwazed.

Kalz a Dadoù ha Mammoù a familh o dije gallet bevañ hiroc’h ma vije bet aotreet gant o mibien hag o merc’hed.

Ar c’hleñved a gas hor c’herent d’ar bez en deus evit causa causorum, gerioù a laz, selloù a ra droug, oberoù dizanaoudek, etc.

Leun eo ar gevredigezh diskar ha saotret-mañ a vuntrerien diouiek a lavar bezañ didamall.

Leun eo an toull-bac’h a vuntrerien met ar spesad torfedourien gwashañ a lavar bezañ didamall hag a gerzh en frankiz.

N’eus doare muntr ebet a c’hell bezañ reishaet. Gant lazhañ unan all ne vez diskoulmet kudenn ebet er vuhez.

Ar Brezelioù n’o deus biskoazh diskoulmet kudenn ebet. Gant bombezañ kêrioù difennet ha lazhañ milionoù a dud ne vez diskoulmet netra.

Re rust, re lous, re spontus, re divalav eo ar Brezel. Milionoù a vechinioù den kousket, diouiek, sot, a ya d’ar brezel gant ar pal da zistruj kement a vilionoù a vechinioù den diouiek.

Alies a-walc’h ez eo trawalc’h ur gwallreuz planedel er c’hosmos, pe ur lec’hiadur fall eus ar stered en oabl, evit ma’z afe milionoù a dud d’ar brezel.

N’o deus ket a skiant eus netra ar vechinioù den, dilec’hiañ a reont en un doare distrujus pa vez gloazet sekred ganto ur seurt gwagennoù kosmek.

Ma tihunfe an dud o skiant, ma vije desket gant furnez d’ar skolidi, adalek bankoù ar Skol, o kas anezho da gompren e skiant ar pezh eo an enebiezh hag ar brezel, e vije traoù all, den ne’z afe d’ar brezel hag ar gwagennoù gwallreuzus eus ar c’hosmos a vije implijet neuze en un doare disheñvel.

C’hwezh ar C’hanibalegezh a zo gant ar Brezel, buhez ar c’hevioù, loenedoniez ar gwashañ seurt, gwareg, bir, goaf, orged wad, n’eo ket kenglotus gant ar sevenadurezh daoust da bep tra.

An holl dud er brezel a zo tud laosk, spontet hag an harozed karget a vedalennoù a zo just a-walc’h ar re laoskañ, ar re spontetañ.

An den en em lazh a seblant kalonek-tre ivez met un den laosk eo peogwir en deus bet aon rak ar vuhez.

An haroz a zo en e gufr un den a en em lazh hag en ur mare spont bras en deus graet follentez an den a en em lazh.

Follentez an den a en em lazh a gemmesk aes gant kalonegezh an haroz.

Ma sellomp gant evezh ouzh emzalc’h ar soudard e-pad ar brezel, e zoareoù, e sell, e gomzoù, e bazennioù en emgann, e c’hellomp prouiñ e laoskentez leun.

Mistri ha Mestrèsed ar Skolioù, Skolajoù, Skol-Veurioù, a dle kelenn d’o skolidi ar wirionez diwar-benn ar brezel. Dleout a reont kas o skolidi da c’hounez skiant eus ar Wirionez-se.

Ma vije skiant leun gant an dud eus ar pezh eo Gwirionez spontus ar brezel-mañ, ma ouie ar Mistri ha Mestrèsed deskiñ gant furnez d’o diskibien ha diskiblezed, ne vije ket aotreet gant keoded ebet da vezañ kaset d’ar bouzellerezh.

An Deskadurezh Diazez a rank bezañ embannet bremaik er Skolioù, Skolajoù ha Skol-Veurioù holl, peogwir eo just a-walc’h adalek bankoù ar Skol, e ranker labourat evit ar PEOC’H.

Red eo d’ar Rummadoù nevez dont da vezañ skiantek leun eus ar pezh eo ar varbarezh ha eus ar pezh eo ar brezel.

Er Skolioù, Skolajoù, Skol-Veurioù, e rank bezañ komprenet don an enebiezh hag ar brezel en o ferzhioù holl.

Ar Rummadoù nevez a rank kompren e aberzh atav ar re gozh gant o soñjoù gozh ha louz ar re yaouank ha kas anezho evel ejened d’ar bouzellerezh.

Ne rank ket ar re yaouank bezañ kendrec’het gant ar bruderezh bellikour, na gant abegoù ar re gozh, peogwir e vez enebet un abeg ouzh un abeg all hag ur soñj ouzh ur soñj all, met na n’eo ket ar poellata na ar soñjoù Gwirionez diwar-benn ar Brezel.

Miliadoù a abegoù o deus ar re gozh evit reishaat ar brezel ha kas ar re yaouank d’ar bouzellerezh.

N’eo ket ar poellata diwar-benn ar brezel a zo pouezus met c’hounez skiant eus Gwirionez ar pezh eo ar brezel.

Ne embannomp ket enep ar Poell na enep an dielfennerezh, c’hoant hon eus lavaret hepken e rankomp da gentañ c’hounez skiant eus gwirionez diwar-benn ar brezel ha goude e c’hellomp en em reiñ ar plijadur da boellata ha dielfennañ.

Dibosubl eo c’hounez skiant eus gwirionez an NA LAZHAÑ KET, ma tilezomp ar brederouriezh don.

Ar Brederouriezh don-tre hepken a c’hell hon c’has da c’hounez skiant eus ar Wirionez diwar-benn ar Brezel.

Ne rank ket ar Mistri ha Mestrèsed reiñ d’o skolidi titouroù skiantel hepken. Dleout a ra ar vistri kelenn d’o studierien penaos ober gant ar spered, penaos c’hounez skiant eus ar WIRIONEZ.

Ne soñj mui er Lazhañ nemet ar Gouenn Diskar ha saotret-mañ. Ar pezh a zo perc’henn eus forzh peseurt gouenn den saotret eo lazhañ ha lazhañ.

Dre ar skinwel hag ar sinema, e embann ajañted ar felloniezh o soñjoù torfedus.

Bemdez e vez resevet gant bugale ar rummad nevez dre skramm ar skinwel ha dre gontadennoù ar vugale ha dre ar sinema, ar gazetenn, etc., ur bernadenn venemus vat a vuntr, a daolioù, a dorfedoù spontus, etc.

Ne c’heller ket mui lakaat ar skinwel da vont en-dro hep en em gavout gant gerioù leun a gasoni, taolioù, perversite.

Netra ne vez graet gant gouarnamantoù an douar a-enep embann ar felloniezh.

Speredoù ar vugale hag ar re yaouank a vez kaset gant ajañted ar felloniezh, dre hent ar c’hrim.

Ken embannet eo soñj lazhañ, ken skignet eo dre ar filmoù, kontadennoù, etc. ma’z eo deuet da vezañ familhar-penn evit an holl.

Ar re vrudet eus an ton nevez a zo bet desket evit ar c’hrim ha lazhañ a reont evit plijadur al lazhañ, dudi a gavont o welout tud all o vervel. Evel-se o deus desket er skinwel eus an ti, er sinema, er c’hontadennoù, er c’hazetennoù.

Dre bep lec’h e ren ar felloniezh ha netra ne vez graet gant gouarnamantoù evit reizhañ ijin al lazhañ adalek e wriziennoù memes.

D’ar Mistri ha Mestrèsed ar Skolioù, Skolajoù ha Skol-Veurioù, e tigouezh da lakaat ar youc’h da vont d’an oabl ha da zistreiñ an oabl ha douar evit reizhañ ar c’hleñved-red speredel-mañ.

Red eo d’ar Mistri ha Mestrèsed ar Skolioù, Skolajoù ha Skol-Veurioù, reiñ ar youc’h a alarm ha goulenn digant gouarnamantoù an douar holl ar sisure evit ar sinema, ar skinwel, etc.

Emultipliañ a ra ar c’hrim spontus abalamour d’an holl arvestoù gwad-se ha gant ar pazenn a gemeromp, e tegouezho an deiz ma ne c’hello den ken mont en-dro dre ar straedoù en frankiz hep aon da vezañ lazhet.

Ar Radio, ar Sinema, ar Skinwel, ar C’hazetennoù gwad, o deus roet un embann ken bras eus ar felloniezh lazhañ, o deus graet anezhañ ken plijus da speredoù gwan ha saotret, ma ne gemer den ken kalon da lakaat un tamm balafenn pe un taol kontell da unan all.

A-hed kemend-all embann eus ar felloniezh lazhañ, eo deuet speredoù gwan da vezañ familhar-re gant ar c’hrim ha bremañ betek en em reiñ a reont ar plijadur da lazhañ evit ober evel ar pezh o deus gwelet er sinema pe er skinwel.

Ar Mistri ha Mestrèsed a zo deskadurerien ar bobl a zo red dezho, da seveniñ o dle, stourm evit ar rummadoù nevez, en ur c’houlenn digant Gouarnamantoù an douar berz arvestoù gwad, erfin, nullder pep seurt film diwar-benn muntr, laeron, etc.

Stourm ar Mistri ha Mestrèsed a rank en em astenn betek an tarevant hag ar boks ivez.

Ar seurt tarevantaer eo ar seurt laoskañ ha torfedusañ. C’hoant en deus an tarevantaer kaout an holl araezioù evitañ hag e laz evit diduiñ ar publik.

Seurt an dornataer eo hini euzhvil ar muntr, en e zoare sadik a ra droug ha laz evit diduiñ ar publik.

Barbarek e c’hant dre gant eo ar seurt arvestoù gwad-se hag startañ a reont ar speredoù o kas anezho dre hent ar c’hrim. Ma fell deomp evit gwir stourm evit Peoc’h ar Bed, e rankomp reiñ lañs d’ur c’houlzad don a-enep arvestoù gwad.

E-keit ha ma’z eus e-barzh spered an den an elfennoù distrujus, e vo brezelioù evit arabat.

E-barzh spered an den ez eus an elfennoù a brodu brezel, an elfennoù-se eo ar gasoni, ar feulster en e berzhioù holl, an egoegezh, ar gounnar, ar spont, ar birvilhoù torfedus, ar soñjoù bellikour embannet gant ar skinwel, ar radio, ar sinema, etc.

Ar bruderezh evit ar PEOC’H, ar prizioù NOBEL AR PEOC’H a zeu da vezañ dic’hortoz keit ha ma’z eus e-barzh an den an elfennoù Psikologel a brodu brezel.

Evit poent, kalz a vuntrerien o deus ar priz NOBEL AR PEOC’H.