Mont d'an danvez

An Eurvad

Bemdez e labour an dud, stourm a reont evit chom bev, c’hoant o deus bezañ ‘n ur mod pe ‘n ur mod all, met n’int ket evurus. E sinaeg emañ ar blijadur -evel a lavarer amañ-traoù, ar pezh a zo grevusañ eo e ouz an dud an dra-se met e-kreiz kement a c’hwerc’honi, war a seblant ne gollont ket ar spi da dizhout ar joa un deiz bennak, hep gouzout penaos nag en peseurt mod.

Paourkaezh tud! Pebezh poan o deus! Koulskoude, c’hoant o deus da vevañ, aon o deus da goll o buhez.

Ma komprenfe an dud un dra bennak diwar-benn ar psikologiezh dispac’hel, marteze e soñjfent memes tra; met e gwirionez ne ouzont netra, c’hoant o deus chom bev e-kreiz o gwalleur ha setu tout.

Bez ez eus prantadoù plijus ha dudius-kenañ, met n’eo ket ar blijadur, setu ar blijadur a gemmesk an dud gant ar joa.

“Pachanga”, “Parranda”, mezventi, orgiezh; plijadur loened eo, met n’eo ket ar joa… Koulskoude, bez ez eus festoù bihan yac’h hep mezventi, hep loened, hep alkool, h.a., met n’eo ket ar joa kement-se kennebeut…

Un den habask oc’h? Penaos en em santit pa zañsit? Sot oc’h gant unan bennak? Karout a rit e gwirionez? Penaos en em santit o tañsal gant an den a garit? Grit din bezañ un tammig kriz er mare-mañ en ur lavarout deoc’h n’eo ket ar joa kement-se kennebeut.

Ma ‘z oc’h kozh dija, ma ne blij ket ar plijadurezhioù-se deoc’h, ma ‘z int dic’hwez, pardonit din ma lavar deoc’h e vije disheñveloc’h ma vijec’h yaouank ha leun a faltazioù.

Evelkent, petra bennak a vefe lavaret, dañsal a rit pe ne rit ket, sot gant unan bennak pe get, bez o peus pe ne o peus ket ar pezh a vez graet arc’hant anezhañ, n’oc’h ket evurus daoust d’ar pezh a soñjit.

Unan a gas e vuhez da glask ar joa e pep lec’h hag a varv hep he bout kavet.

E Amerika Latin ez eus kalz a dud a esper e teuy dezho, un deiz bennak, ar priz bras d’al loto, krediñ a reont evel-se e teuint a-benn da dizhout ar joa; darn a zeu a-benn da gaout anezhañ e gwirionez, met n’eo ket abalamour da se e teuint a-benn da dizhout ar joa c’hoantaet-kenañ.

Pa vez unan bihan, e huñvre gant ar vaouez wellañ, ur briñsez eus “Mil ha Un Noz”, un dra dreistordinal; dont a ra goude gwirionez c’hraz an darvoudoù: Maouez, paotriged bihan da vagañ, kudennoù armerzhel diaes, h.a.

N’eus ket da douetañ, er memes koulz ha ma kresk ar vugale, e kresk ar c’hudennoù ivez ha dont a reont zoken da vezañ dibosupl…

Hervez ma kresk ar paotr pe ar plac’h, e teu botoù bihan da vezañ brasoc’h-brasañ ha prizietoc’h, splann eo.

Hervez ma kresk ar grouadurien, e koust dilhad muioc’h-mui ha keroc’h-kerañ; pa vez arc’hant n’eus ket a broblem e kement-mañ, met ma n’eus ket, grevus eo an traoù ha gouzañv a reer spontus.

Kement-mañ a vefe douget mui pe vui, ma vije unan ur vaouez vat gantañ, met pa vez trubardet ar paourkaezh den, “pa vez roet kerniel dezhañ”, da betra e servij dezhañ, neuze, stourm eno evit tapout arc’hant?

Siwazh, bez ez eus darvoudoù dreistordinal, maouezed burzhudus, kompagnunezed gwirion kement en opulens hag er gwalleur, met evit gwashaat an traoù ne oar ket an den prizañ anezhi ha zoken he dilezel evit maouezed all a yelo da c’hwervaatañ e vuhez.

Niverus eo ar plac’hed a huñvre gant ur “priñs glas”, siwazh e gwirionez, disheñvel-kenañ e vez an traoù hag e tachenn an darvoudoù e timez ar paourkaezh maouez gant ur bourrev…

Faltazi vrasañ ur vaouez eo dont a-benn da gaout un ti kaer ha bezañ ur vamm: “santel dermeniezh”, koulskoude, daoust ma’z eo brav an den, un dra diaes-kenañ, a-benn ar fin e tremen pep tra: ar filien hag ar merc’hed a zimez, a ya kuit pe a bae fall d’o zud hag e echu an ti da vat.

En holl, er bed kriz-mañ e vevomp, n’eus ket a dud evurus… An holl dud paour zo divlaouen.

Er vuhez hon eus anavezet kalz ezen karget gant arc’hant, leun a gudennoù, tabutoù a bep seurt, karget a dreuzoù, h.a. N’int ket evurus.

Da betra servij bezañ pinvidik ma n’eus ket ur yec’hed mat? Paourkaezh tud pinvidik! A-wechoù e vezont divlaouenoc’h eget ur c’hlasker-bara bennak.

Pep tra a dremen er vuhez-mañ: an traoù a dremen, an dud, ar mennozhioù, h.a. Ar re o deus arc’hant a dremen hag ar re n’o deus ket a dremen ivez ha den ne oar ar gwir joa.

Kalz a dud a fell dezho tec’hout rak o-unan dre drammoù pe alkool, met e gwirionez n’eo ket hepken ne zeuint a-benn da dec’hout, met ar pezh a zo gwashoc’h, tapet e vezont e toull an islonk.

Mignoned an alkool pe ar mariouana pe an “L.S.D.”, h.a., a ya kuit evel dre vurzhud pa ziviz an islonker cheñch buhez.

O tec’hout rak “Me va-unan”, rak “Me va-unan”, ne zeuer ket a-benn da gaout ar joa. Dedennus e vije “pakañ an tarv dre e gerniel”, sellet ouzh ar “ME”, studiañ anezhañ gant ar pal da zizoleiñ abegoù ar boan.

Pa zizoloer abegoù gwirion kement a reuzioù ha c’hwerc’honi, anat eo e c’heller ober un dra bennak…

Ma teuer a-benn da echuiñ gant “Me va-unan”, gant “Ma Mezvintioù”, gant “Ma Viceoù”, gant “Ma C’haraezoù”, a ra kement a boan din em c’halon, gant ma frederioù a zistruj din an empenn hag a glañva din, h.a., h.a., splann eo neuze e teu ar pezh n’eo ket eus an amzer, ar pezh a zo en tu all d’ar c’horf, d’ar c’haraezoù ha d’ar spered, ar pezh a zo dianav evit ar poell e gwirionez hag a vez graet: JOA!

Dismantrus eo, keit ha ma kendalc’ho ar skiant-prenañ bouetet, soubet e-touez ar “ME VA-UNAN”, e-touez ar “ME VA-UNAN”, ne c’hello ket anavezout ar joa reizhus dre zegouezh.

Ur blaz he deus ar joa n’eo ket bet anavezet gwezh ebet gant ar “ME VA-UNAN”, ar “ME VA-UNAN”.