Mont d'an danvez

An Dibennidigezh

A-feur ma labourer war e-unan e komprener muioc’h-mui ez eo ret lemel penn-da-benn eus hon natur diabarzh kement a ra ac’hanomp ken euzhus.

Ar c’horvoderioù gwashañ eus ar vuhez, an degouezhioù gwashañ, an darvoudoù diaesañ, a zeu bepred da vezañ burzhudus evit an em-zizoloadenn don.

Er mareoù dic’hortoz, reut,-se, e teu war wel bepred hag en nebeutañ ma soñjomp, ar Meoù kuzh-kañv; ma vezomp war evezh e vezomp dizoloet diouzhtu.

Ar marevezhioù sioulañ eus ar vuhez, eo just-awalc’h ar re nebeutañ a-du evit labourat war e-unan.

Bez’ ez eus mareoù eus ar vuhez re gempleg ma ‘z eus un duvezh merket da emidentifiañ aes gant an darvoudoù ha da ankounac’haat e-unan penn-da-benn; en ur mare evel-se e reer torfedoù na gasont da netra; ma vije unan war evezh, ma vefe e mareoù evel-se e-lec’h koll e benn, en dije soñj eus e-unan, e tizoloje gant souezh Meoù ‘zo na oa bet gantañ biskoazh an disterañ mar e c’hellje o bezout.

Santimant an em-armerañ don a zo mac’hagnet en holl zen; o labourat gant siriusded, oc’h en em armeriñ a-zeu da zeu; santimant evel-se a zeuio da vezañ diorroet tamm-ha-tamm.

A-feur ma kendalc’ho santimant an em-armerañ gant e ziorroadur dre implijout anezhañ ingal, e teuimp da vezañ gouestoc’h-gouestañ da santout war-eeun ar Meoù-se war-bouez ar re n’hon eus bet morse netra daoust dezhe.

Dirak santimant an em-armerañ don e kemer pep hini eus ar Meoù a zo o chom en hon diabarzh, e gwirionez, an hini pe hini skeudenn a-du dre guzh gant ar fazi personelaet gantañ.. Diskredik-kenañ eo d’an dremm eus pep hini eus ar Meoù-se kaout ur blaz psikologel dic’hallus dre ar pezh a bakomp, a dapomp, a zalc’hmat dre zeskiñ, e natur don, hag ar fazi a c’hoarvez gantañ.

Da gentañ-penn ne oar ket an ezoterek dre beseurt tu kregiñ, dirak an ezhomm da labourat war e-unan met disrenket penn-da-benn emañ.

O profitañ eus ar mareoù reut, eus an degouezhioù divalausañ, eus ar mareoù gwashañ, ma vezomp war evezh e tizoloimp hon defezoù pennañ, ar Meoù a rankomp divodañ a-feson.

A-wezhioù e c’heller kregiñ gant ar gounnar pe gant an amour-propre, pe gant an eil eilennn vezh, h.a., h.a., h.a.

Ret eo kemer notenn dreist-holl war hon stadoù psikologel pemdeziek, ma fell deomp evit gwir ur cheñchamant difin.

A-raok mont da gousket e vez mat examiniñ an darvoudoù c’hoarvezet en deiz, an degouezhioù diaes, c’hoarzhadenn strink Aristofanes ha mousc’hoarzh subtil Sokrates.

Marteze hon eus gloazet unan bennak gant ur c’hoarzhadenn, marteze hon eus poazhet unan bennak gant ur mousc’hoarzh pe gant ur sell diwar-lec’h.

Soñjomp e vez mat en ezoteregezh pur kement a zo en e lec’h, fall kement a zo diwar-lec’h.

Mat eo an dour en e lec’h met ma vefe o veuziñ an ti e vefe diwar-lec’h, o kas droug, fall e vefe ha droukkemener.

An tan er gegin hag e-barzh e lec’h, ouzhpenn bezañ talvoudus a zo mat; diwar e lec’h o deviñ arrebeuri ar sal-vras, fall e vefe ha droukkemener.

Un dober bennak evit santel ma vefe, en e lec’h a zo mat, diwar-lec’h a zo fall ha droukkemener. Gant an doberioù e c’hellomp ober droug da re all. Rediek eo lakaat an doberioù en o lec’h.

Petra lavarfec’h eus ur beleg a vefe o prezeg ar ger aotrou e-barzh un ti-gisti ? Petra lavarfec’h eus ur gwaz dous ha lezelgar a vefe o vennigañ ur skipailh laeron a glaskfe gwallañ e wreg hag e verc’hed ? Petra lavarfec’h eus seurt lezelgarantez degaset betek re ? Petra soñjfec’h diwar-benn emzalc’h trugarezus un den a-lec’h degas boued d’ar gêr, a rannfe an arc’hant etre paourkaezhioù ar visioù ? Petra soñjfec’h diwar-benn an den a servijfe un taol kontell d’un drouklazher en ur mare bennak ?

Soñjit d’al lenner karet e vez kuzhet ivez an torfed e-mesk kadensennoù ar werz. Kalz a vertuz a zo er re fall hag a zo kalz a fallentez er vertuzius.

Daoust hag e vefe digredus e vez kuzhet an torfed e-barzh c’hwezh ar bedenn memes.

En em wiskañ a ra an torfed e santel, ober a ra gant ar gwellañ vertuzioù, en em ginnig a ra evel merzher hag en em gav e-barzh an temploù sakr memes.

A-feur ma ziorro santimant an em-armerañ don ennomp dre implijout anezhañ ingal, e c’hellimp mont da welout an holl Veoù-se a servij da diazez diazez d’hon temperamant hiniennel, pe e vefe hemañ diwezhañ, gwadek pe nervus, flemek pe bilus.

Daoust ha ne gredit ket, lenner karet, e vez kuzhet a-dreñv d’an temperamant a zo ganeomp e-mesk donderioù pellañ hor psikez, ar c’hrouadurioù diaoulek spouronusañ.

Gwelet seurt krouadurioù, arsellat ouzh euzhvilerezhioù ifern-se e-barzh ar re emañ hon skiant-prenet en dalc’h, a zeu da vezañ posupl gant diorroadur bepred war-raok santimant an em-armerañ don.

Keit ha ma n’eo ket bet divodet gant un den ar c’hrouadurioù-se eus an ifern, ar c’hudennoù-se gantañ, Diskrédik-kenañ don-kenañ, e kendalc’ho da vezañ un dra ne zlefe ket bezañ, un distummadur, un euzhadur.

Ar pezh a zo grevusañ eus an holl draoù-se eo ne vez ket kont gant an euzhus eus e euzhadur, krediñ a ra bezañ brav, reizh, un den mat, hag hiraezh en deus eus digomprenusted ar re all, evel ma hiraezh diwar-benn disreizhded e gamaraded, lavarout a ra ne vez ket komprenet gantañ, pleniañ a ra e vefe dleet dezhañ, bezañ paeet gant moneiz du, h.a., h.a., h.a.

Santimant an em-armerañ don a ro dimp da wiriekaat drezo hon-unan ha war-eeun al labour kuzh dre ar pezh emaomp o tivodañ en ur mare roet hini pe hini Me (hini pe hini defekt psikologel), dizoloet marteze e korvoderioù diaes ha pa ne soñjemp ket.

Hag oc’h eus-te soñjet biskoazh er vuhez diwar-benn ar pezh a blij pe a zisplij ar muiañ deoc’h ? Hoc’h eus-te prederiet diwar-benn gwikefreoù kuzh an ober ? Perak e fell deoc’h kaout un ti brav ? Perak e c’hoantaot kaout ur c’harr nevez-flamm ? Perak e fell deoc’h bezañ bepred er c’hiz diwezhañ ? Perak e c’hoantaot na vezañ ket c’hoantek ? Petra eo ar pezh hoc’h eus kunujennet ar muiañ en ur mare roet ? Petra eo ar pezh en deus plijet ar muiañ deoc’h dec’h ? Perak hoc’h eus santet bezañ uheloc’h eget hini pe hini all, en ur mare bennak ? Da peseurt eur hoc’h eus santet bezañ uheloc’h eget unan bennak ? Perak hoc’h eus en em lakaet da vezañ bras o kontañ ho trec’hoù ? N’hoc’h eus ket gallet chom sioul pa veze graet gaou diwar-benn un den all anavezet ? Hoc’h eus resevet ar werenn likuor dre seveniñ ? Hoc’h eus asantet butunat marteze hep kaout ar visio, posuplamant dre ar meizad deskadurezh pe gwazed ? Hag oc’h sur bezañ bet sirius er gomz-se ? Hag ivez pa emzilezit-te hag ivez pa en em veulet, hag ivez pa gontit ho trec’hoù hag o kontit oc’h adlvaret ar pezh hoc’h eus lavaret d’ar re all a-raok, hoc’h eus komprenet e oac’h lorc’hus ?

Santimant an em-armerañ don, ouzhpenn lakaat ac’hanoc’h da welet sklaer ar Me emaoc’h o tivodañ, a lako ac’hanoc’h da welet ivez disoc’hoù patetek ha resis ho labour diabarzh.

Da gentañ-penn e vez kreasionoù ifern-se, kudennoù psikikel-se a vez o c’hoarvezout ganeoc’h siwazh, oc’h c’hwezhañ falloc’h hag euzhusoc’h eget al loened gwashañ a zo e traoñ ar morioù pe er janglennou donañ eus an douar; evel ma ‘z eoc’h war-raok en ho labour e c’hellit merkañ dre santimant an em-armerañ diabarzh an dra dreistordinal e ya ar c’hudennoù da goll a volum, e yaont da vezañ bihanoc’h…

Dedennus eo gouzout e ya seurt loened da vezañ bravoc’h ha bihanoc’h, e kemeront tamm-ha-tamm dremm ar vugale; a-benn ar fin en em zivodant, e troont e poultrenn kosmek, neuze dieubet, distaget, dihunet e vez an Esans paket.

Diskredik-kenañ n’eo ket gouest ar spered da cheñch a-ziabarzh fazi psikologel ebet; gouzout a oar an empenn lakaat ur fazi gant hini pe hini anv, emzilezel, tremen eus ul live d’egile, h.a., met ne vefe ket gouest d’e zistrujañ, d’e zivodañ.

Ezhomm bras hon eus eus ur galloud flammek uheloc’h eget ar spered, eus ur galloud a vefe gouest evit e-unan da striskañ hini pe hini fazi psikologel da voultr kosmek.

Dre chañs ez eus ennomp ar galloud naer-se, an tan burzhudus-se en deus badezet ar alkimistourien krennamzerel kozh gant an anv kevrinus Stella Maris, Gwerc’hez ar Mor, Azoe Skiant Hermes, Tonantzin Mec’hiko Azteca, dilammadur eus hon bezañs don, Doueez Vamm en hon diabarzh arouezet bepred gant naer sakr ar Misterioù Meur.

Ma pedomp goude bezañ arsellet ha komprenet don hini pe hini fazi psikologel (hini pe hini Me), hon Mamm Gosmek partikulier, peogwir he deus pep hini ac’hanomp he hini dezhañ, da zivodañ, da striskañ da voultr kosmek, hemañ pe hemañ fazi, ar Me-se, abeg d’hon labour diabarzh, e c’hellit bezañ sur e kollfe volum hag e trofe da voultr tamm-ha-tamm.

Implijout a ra kement-mañ labourioù don da-heul, bepred ingal, rak n’eus Me ebet a c’hellfe bezañ divodet diouzhtu. Santimant an em-armerañ don a c’hello gwelet araokadur emeur o labourat diwar-benn an euzhadur a fell deomp divodañ.

Stella Maris daoust dezhañ bezañ digredus eo sinadur astral galloud seksuel an dud.

Stella Maris a zo gouest da zivodañ ar c’hudennoù a vez ganeomp en hon diabarzh psikologel.

Dibennañ Yann-Vadezour a zo un dra a lak ac’hanomp da brederiñ, ne vefe posupl cheñchamant psikologel radikal ebet ma ne dremenfemp ket a-raok dre an dibennañ.

Hon bezañs dilammet Tonantzin Stella Maris evel galloud tredan dianav d’an hollgeveriaded hag a gaver e traoñ hon psikez memes, a gav dezhañ en un doare heverk ar galloud a ro dezhañ dibennañ forzh peseurt Me a-raok an divodadenn da vat.

Stella Maris eo an tan brederourel a gaver en ur mod latant e forzh peseurt danvez organek hag anorganek.

An dougezhioù psikologel a c’hell lakaat galloud an tan-se da ober ha neuze e teu an dibennañ da vezañ posupl.

Lod eus ar Meoù a vez dibennet e penn-kentañ al labour psikologel, lod all er c’hreiz hag ar re ziwezhañ e fin. Stella Maris evel galloud seksuel tanek en deus skiant-prenet eus al labour da gas da benn hag a ra an dibennañ en ur mare a-feson, d’ar poent-kentañ.

Keit ha ma n’eo ket bet graet gant divodadenn an holl euzhadurioù psikologel-se, eus an holl lostadoù-se, eus an holl mallozhioù-se, laeroñsi, aviel, avoultriezh kuzh pe splann, c’hoant arc’hant pe galloudoù psikikel, h.a., memes pa ‘z embannomp bezañ tud enorus, sevenus ar ger, sirius, seven, trugarezus, braventer en diabarzh, h.a., ne dremenimp da vezañ muioc’h eget bezioù livet e gwenn, braventer a-ziavaez met en diabarzh leun a loustoni dic’hoantañ.

An deskoni levrioù, ar pseudo-furnez, ar c’helaouennadur klok diwar-benn ar skriturioù sakr, pe e vefe eus ar reter pe eus ar c’hornôg,, eus an norzh pe eus ar su, ar pseudo-okultisme, ar pseudo-ezoterisme, ar surentez klok bezañ teuliet mat, ar sekterisme digompromiñ gant asurder klok, h.a., ne dalv da netra peogwir n’eus nemet e gwirionez ar pezh ne ouzomp ket, krouadurioù eus an ifern, mallozhioù, euzhvilerezhioù a vez kuzhet A-dreñv ar penn brav, a-dreñv d’an dremm venerabl, dindan ar sae santelañ eus ar penn sakr, h.a.

Ret eo bezañ sirius gantañ, goulenn petra eo ar pezh a fell deomp, ma ‘z omp deuet d’ar C’helennadur Gnostikel dre guriusded voutin, ma n’eo ket dre vont dre an dibennañ a c’hoantaomp, neuze emaomp oc’h emflastrañ, emaomp o tifenn hon loustoni, emaomp o vont en ur mod bigell.

Er skolioù gwellañ eus furnez ezoterek hag eus an okultisme ez eus kalz a dud faziek sirius a fell dezhe en em seveniñ met n’int ket gouestlet da zivodañ o euzhadurioù diabarzh.

Kalz a dud a embann e vefe posupl dre youl vat mont betek ar santelezadur. E gwirionez, keit ha ma ne vefe ket labouret gant startijenn war ar Meoù-se a zo ganeomp en hon diabarzh, e kendalc’hint da vezañ dindan lagad doujus hag emzalc’h mat.

Deuet eo an eur da c’houzout emaomp tud fall gwisket gant sae ar santelezh; deñved gant kroc’hen louarn; boueddened gwisket gant dilhad marc’heger; boureverien kuzhet a-dreñv d’ar sin sakr eus ar groaz, h.a.

Kement a vefomp meurdezus e-barzh hon temploù, pe e-barzh hon salioù a sklêrijenn hag a genderc’hel, kement a vefemp sioul ha dous evit hon c’hendirvi, kement a vefemp doujus hag izel evel pa vefemp, e kendalc’h da vezañ don-tre eus hon psikez an holl euzhadurioù eus an ifern hag an holl euzhvilerezhioù eus ar brezelioù.

Er Psikologiezh Reveulzier e teu splann an ezhomm eus ur cheñchamant radikal ha n’eo posupl hemañ nemet o embann dezo hon-unan ur brezel betek ar marv, didruez ha kriz.

E gwirionez ne dalv netra ac’hanomp, eo pep hini ac’hanomp gwalleur an douar, an euzhus.

Dre chañs en deus desket Yann-Vadezour deomp an hent kuzh: Mervel EN E-UNAN DRE AN DIBENNAÑ PSIKOLOGEL.