Mont d'an danvez

Ar Vuhez

War dachenn ar vuhez pleustrek e kavomp atav eneberezhioù a souezh. Tud pinvidik gant un annez dispar ha kalz a vignoned, a c’houzañv spontus a-wechoù… Proleterien izel a laboura gant ur pik ha ur baled pe tud eus ar renkad etre, a vez o vevañ a-wechoù en eurvad leun.

Kalz a arc’hvilllionerien a c’houzañv diwar digalonusted reizhel ha matronez pinvidik a ouel c’hwerventez diwar trubarderezh o fried… Ar re binvidik war an douar a seblant bezhin e-touez kaouledoù aour, er mareoù-mañ ne c’hellont ket bevañ hep “gwarded-korf”… Ar sturierien a zoug chadennoù, ne vezont ket frank biskoazh, mont a reont dre lec’h ma’z afe gant tud armet betek an dent…

Studiennomp an degouezh-mañ pizh. Ezhomm hon eus da c’houzout petra eo ar vuhez. Pep hini zo frank da reiñ e ali evel ma kar… Lavaret pe lavaret, den ne oar netra evit gwir, ar vuhez zo ur gudenn na gompren den ebet anezhi…

Pa fell d’an dud kontañ istor o buhez dimp evit netra, e reont anv eus darvoudoù, anvioù-tiegezh ha berr, deiziadoù, h.a., hag e santont plijadur o kontañ o istorioù… An dud paour-se n’ouzont ket ez eo diechu o istorioù peogwir eo darvoudoù, anvioù ha deiziadoù, n’eo nemet ar gweled diavaez eus ar film, mankout a ra ar gweled diabarzh…

Ur gentel eo anavezout “stadoù emskiant”, da bep darvoud e talvez an eil pe egile stad anien. Diabarzh eo ar stadoù ha diavaez eo an darvoudoù, an darvoudoù diavaez n’eo ket pep tra…

Komprener dre stadoù diabarzh ar youl vat pe fall, ar prederioù, an discouragement, ar sorserezh, an aergelc’h, an disenterentiñ, ar drugarez, an em-soñjal, an em-uhelaat; stadoù santout laouen, stadoù joa, h.a., h.a., h.a.

Hep mar e c’hell ar stadoù diabarzh talvezout rik d’an darvoudoù diavaez pe bezañ orinet gante, pe n’o devezañ darempred ebet gante… E pep degouezh, disheñvel eo ar stadoù hag an darvoudoù. N’eo ket atav e talvez an darvoudoù rik da stadoù kar.

Stad diabarzh un darvoud plijus ne c’hellfe ket talvezout d’an darvoud memes. Stad diabarzh un darvoud displijus ne c’hellfe ket talvezout d’an darvoud memes. Darvoudoù gortozet e-pad pell amzer, pa ‘z int deuet e santomp e vanke un dra bennak…

Evit gwir e vanke ar stad diabarzh a zlee bezañ kemmesket gant an darvoud diavaez… Alies e teu an darvoud na veze ket gortozet da vezañ an hini en deus roet deomp ar prantadoù gwellañ…