Mont d'an danvez

An Daou Bed

Sellet ha sellet ouzh ar memes tra a zo daou dra disheñvel penn-da-benn, koulskoude e c’houlenn an daou anezho evezh.

En arsell e vez troet an evezh war-maez, war-zu ar bed diavaez, dre brenestr ar skiantoù.

En em arsell e vez troet an evezh war-du an diabarzh ha ne dalv ket ar skiantoù diavaez evit se, ar pezh a zo abeg bras a-walc’h evit ma vefe diaes d’an nevez-amzer arsellat e argerzhadurioù psikologek don.

Poent loc’hañ ar skiant ofisiel en he zu pleustrek eo an arselladus. Poent loc’hañ al labour warnomp hon-unan eo an emarsell, an emarselladus.

Didrec’hus eo e kas an daou boent loc’hañ meneget a-us d’an linennoù d’ur c’hontroladur penn-da-benn.

Gallout a rafe unan bennak kozhañ beuzet e-touez dogmaoù emziskar ar skiant ofisiel, o studiañ darvoudoù diavaez, o sellet ouzh kelligoù, atomennoù, molekulennoù, heolieroù, steredennoù, stered-lostek, h.a., hep bezañ eksperimantet e-barzh e-unan kemm radikal ebet.

Ne c’hallfe ket ar ouiziegezh a dreuzfurm unan bennak en diabarzh bezañ tizhet dre an arsell diavaez.

Ar wir ouiziegezh a c’hall gwirionekaat ennomp ur c’hemm diabarzh diazez zo diazezet war an emarsell war ar memes tra.

Ur red eo lavarout d’hon studierien Gnostek en em arsellat ha war peseurt ster e rankont emarsellat hag ar perzhioù evit se.

An arsell zo un doare da gemm stad mekanikel ar bed. An emarsell diabarzh zo un doare da gemm en diabarzh.

Evel ur sekans pe ur c’horollari eus kement-mañ, e c’hallomp ha dleet eo deomp lavarout en un doare pouezus, ez eus daou seurt ouiziegezh, an diavaez hag an diabarzh ha ma n’hon eus ket ennomp hon-unan ar greizenn vagnetek a c’hall lakaat kemm etre kaliteoù ar ouiziegezh, e c’hallfe ar meskaj eus an daou plan pe urzh ideñsoù-mañ kas ac’hanomp d’an droukvesk.

Kelennadurezhioù dreist-kaer pseudo-esoterek gant skiant goular kreñv, a zo dindan domani an arselladus, koulskoude int degemeret gant kalz a aspiranted evel ouiziegezh diabarzh.

En em gavout a reomp eta dirak daou ved, an diavaez hag an diabarzh. An hini gentañ eus ar re-mañ zo merzet gant skiantoù an diavaez; an eil ne c’hall bezañ merzet nemet dre skiant an emarsell diabarzh.

Soñjoù, ideñsoù, fromoù, hiraezhioù, esperañsoù, dic’hoanioù, h.a., zo diabarzh, diwelus evit ar skiantoù boutin, boaziek ha koulskoude int evit ac’hanomp réeloc’h eget taol ar sal-em-boued pe gourvezioù ar sal.

A-dra-sur e vevomp muioc’h en hor bed diabarzh eget en hini diavaez; didrec’hus, disfazius eo.

En hon Bedoù Diabarzh, en hor bed kuzh, e karomp, e c’hoantaomp, e tamallomp, e bennigomp, e vallozhimp, e hiraezhimp, e c’houzañvomp, e reomp berzh, e vezomp dispriziet, priziet, h.a., h.a., h.a.

Didrec’hus eo eo ar bedoù diabarzh ha diavaez da wiriañ en un doare eksperimantel. Ar bed diavaez eo an arselladus. Ar bed diabarzh eo an emarselladus en e-unan ha dindan e-unan, amañ ha bremañ.

An hini a fell dezhañ da wir kompren “Bedoù Diabarzh” ar blanedenn Douar pe ar Sistem Heol pe ar Galaksienn e vevomp enni, a rank kompren en a-raok e ved don, e vuhez diabarzh, partikulier, e “Bedoù Diabarzh” dezhañ e-unan.

“Den, en em anavez da-unan ha kompren a ri an Hollved hag an Doueed”.

Pegen muioc’h ‘vez studiet ar “Bed Diabarzh”-mañ anvet “Unan e-unan”, pegen muioc’h e kompreno e vev e memes amzer e daou ved, e div wirionez, e daou dachenn, an diavaez hag an diabarzh.

Evel ma ‘z eo red d’unan deskiñ bale er “bed diavaez”, evit na gouezhañ ket en ur fraezh, na goll e hent e straedoù ar gêr, dibab e vignoned, na kejañ gant tud divalav, na zebriñ kontamm, h.a., evel-se ivez dre al labour psikologek warnomp hon-unan, e teskomp bale er “Bed Diabarzh” ar pezh a zo dizolo dre an emarsell warnomp hon-unan.

E wirionez eo bet atrofiet skiant an emarsell warnomp hon-unan e gouenn denel diskariek ar mare teñval-mañ e vevomp ennañ.

E-pad ma kendalc’homp gant an emarsell warnomp hon-unan, e vo diorroet tamm-ha-tamm skiant an emarsell don.